Brezhoneg

 

" Mouezh Paotred Breizh "

Choeur d'hommes de Bretagne

Choir Meibion Breizh

CŌR MEIBION O LYDAW

BRITTANY MALE VOICE CHOIR

Pa voe pedet Jakez Le Touze da glask e Breizh ul laz-kanań gant paotred da vont asamblez gant Kembreiz ar " World Choir ", e voe gwall nec'het : ne oa hini ebet prest da ganań e Kembraeg ha Saozneg. " tra pezh kaer ! " emezań da Jean-Marie Airault, rener Kanerion an Oriant, "savomp unan ! Goulennomp digant gwazed al lazoł-kanań ha hontant e vefent da labourat da vat e-pad c'hwec'h miz evit bezań gouest da vont da Atlanta ". Ne oa ket an hańv peur echuet, ma voe 35 gwaz e Pleiben o krouiń " Mouezh Paotred Breizh " hag o kas ganto d'ar ger peder pe pemp kanouenn a bevar mouezh da vezań desket dindań ur miz: Pep hini diouzh e du, pe a strolladoł da bleustriń kantikoł Kembraeg, Negro Spirituals, sonioł ar martoloded e galleg, tonioł e saozneg, en alamaneg, latin ha brezhoneg evel just.

Kannad Breizh ha Bro-C'hall eo bet Mouezh Paotred Breizh meur a wech:

- 1994 e Atlantz (U.S.A) da geńver ar " World Choir ".

- 1995 e Londrez evit lidań 50 vet deiz-ha-bloaz an harz-brezel.

- 1996 e Riga e-touezh lazoł eus Bro Latvia.

- 1997 e Chatte (Isčre) gant korioł-gwazed eus Europa.

- 1998 e Bro Gembre.

-1999 e Nay (Pireneou Atlantel)

-2000 e Bro Tchequa.

-2003 e Roma. Italia.

Degemeret o deus " Mouezh Paotred Breizh " kanerien eus estren-vro.

Auseklis eus Riga (Bro Latvia) ha Kor Merc'hed Caerfyrddin (Bro Gembre) e 1996.

Fairwater male voice ( Bro Gembre e 1997).

- 1999  Ceska Pisen Bro Tchequa.

- 2003  Cowbridge Male voice choir (Bro Gembre).

- 2005 “Boyan Drohobytskyy” Ukrenia

- 2006 laz-kanań paotred « Lleisiau'r Frogwy » enez Anglesey (Mōn) (Bro Gembre)

- 2007  “Chantres Musiciens” Montréal (Québec), laz-kanań paotred Ballinteer (Iwerzon), laz-kanań paotred « Lleisiau'r Frogwy » enez Anglesey (Mōn) (Bro Gembre)

 

Enrollet eo bet ivez e 1995, dindan renerez Mari Kermareg un abadenn FR3 Breizh e iliz Pleiben ha ped bloaz e kemer perzh " Mouezh Paotred Breizh " er Breizh a Gan ( Landreger, An Oriant, Kemper, Gwened, Roazhon, Naoned......).

 

... Ni 'oar latin koulz ha galleg

Ni zo gouest da zistagań saozneg

Koulskoude e plij gwelloc'h deomp ar brezhoneg

Rak ni gav dereat, evel a leverer

Harzhal gant ar c'hi, yudal gant ar bleiz

Ha kanań brezhoneg e Breizh.

Diwar Tangi Malmanche.