DEGEMER MAT E
SKOL DIVYEZHEK PUBLIK
SANT-RIWAL

 
   
 
       
       
       
     
   
 

Liamm nevez

Petra 'zo nevez e Skol Sant Riwal

Dez ha dez

 
     
 

Lire en franēais ?

 
   
   
   
 
     
 

Petra a nevez e Skol Sant Riwal ?

1999 - 2000
Setu ar pezh a c'helloc'h gwelet amań.


Bez e c'helloc'h diouzhtu
gwelet poltred ar vugale

(Lod 'zo troet o c'hein ganto ha daou vihan ne oant  ket er skol en devezh-se),
gant Christian, Hervé (an daou skolaer)
ha Sandrine (o sikour Christian e klas ar re vihan).


Tu 'zo deoc'h anavezout gwelloc'h skolidi Sant Riwal : gwelet poltred pep hini bet treset ganto ha klevet anezho o kontań kaoz deoc'h (nemet klas ar re vras evit c'hoazh).



E Kan ar bobl omp bet e Pondi gant an daou glas : n'eo ket deuet ar maout ganeomp, met  hervez ar juri, ne oa ket fall memestra. Tu a zo deoc'h klevet ar vugale o kanań : strollad
ar re vihan pe strollad ar re vras.



E Longechenal omp bet (klas ar re vras) da welet hon c'henskriverien. Tro ar geriadenn hon eus graet evit gwelet tiez kozh ar vro d'ar meurzh.
D'ar merc'her omp savet war ur menez evit gwelet ar vro tro-dro.
D'ar yaou omp bet tost da venezioł uhel an « Oisans » hag hon eus gwelet mirdi an tredan hag hini loened ha mein ar vro.
D'ar gwener hon eus graet gant kartennoł ha nadozioł mor evit en em hentań e-barzh ar vro.



C'hoariva a vo dizale (d'ar gwener 4 a viz mezheven). Labourat a raimp gant Strollad Ar Vro Bagan evit aozań ar pezh c'hoari « Penaos e teuas ur Breizhad da vezań roue bro Saoz », bet skrivet gant P.J. Helias.


Rouedad skolioł ar « Menez Aulne » : c'hwec'h skol (Sant Riwal, Braspartz, Lannedern, Lokeored, Ar C'hloastr-Pleiben, Lennon mui Pleiben evit ar gazetenn) ,o lakaat da vont a-gevret ur gazetenn, levraouegoł, ur servijer dre urzhiataer, sportoł, skoazellet  gant div implijad yaouank.

Bet eo ar re vihan betek ti Tugdual evit gwelet e 30 azen.



Fest noz '
zo bet e Sant Riwal, bez e vo c'hoazh !



Kenavo d'ar wech-all 




 
   
 
   
 

Skol Sant riwal 98-99

Beajoù e bro Saoz